Eus ar 4 d’an 31 a viz Mae
Kinniget gant Ti-kêr Lannuon ha Lannuon-Treger Kumuniezh da-geñver 100 vloaz marv Anatol ar Bras – Diskouezet er palier er Greizenn Santez-Anna
Savet eo bet an diskouezadeg e stern al label « Kêr ha Bro arz hag istor » gant Lannuon-Treger Kumuniezh
06 a viz Mae, da 11e ha da 3e30
Boest istorioù e brezhoneg
2 abadenn digor d’an holl – Er vediaoueg e sal ar vugaligoù
07 a viz Mae
Porzh diabarzh ar Greizenn Santez-Anna.
En em gavout a ray ouzhpenn 300 a vugale eus ar skolioù divyezhek e Lannuon ha tro-war-dro evit reiñ lañs d’ar Redadeg
07 hag 08 a viz Mae
Abadennoù gant sonerezh ha kanaouennoù, difial war tem ar c’hrampouezh… aozet gant Diwan Lannuon – Sal an Ursulinezed
08 a viz Mae
Ur redadeg a-bep-eil evit ar brezhoneg.
Sal an Ursulinezed.
Merc’her 20 a viz Mae da 5e30
Sal ar prezegennoù
Ur brezegenn war hengoun pobl an dreujenn gaol, kinniget gant Lannuon-Treger Kumuniezh, gant ur bal bihan da-heul gant sonerezh hengounel da 7e er Skol sonerezh.
23 ha 24 a viz Mae – Kae Aiguillon.
Sadorn 30 a viz Mae, 11e
Lec’h ar sonerezh er Vediaoueg.
Daou soner-enklasker a ginnigo ur gavadenn dibriz : ur vandenn-son disoñjet ma klever an Ankoù o kaozeal trankilik gant ur pratik kustum en un davarn e Menez Are, hag ur c’harned kozh hag a sikour ac’hanomp da gompren an afer.
Dielfennañ a reont an dielloù da glevet ha da welet, pezhioù gwirion war a lavaront, en ur mod gouiziek sirius ha gant displegadennoù diaes da grediñ. An arvesterien a glevo un istor lakaet e stumm ur c’hoariadenn gant evezhiadennoù, sekredoù an Ankoù diwar-benn e vuhez hag e voazioù, savet diwar gant an danvez dastumet gant ar Braz, an Uhel ha tud all c’hoazh.
Olivier Depoix, kan, akordeoñsoù, binioù – Emmanuelle Huteau, kan, klarinetenn voud, bason